'Skrivadeg' trends

Domains containing the tag 'Skrivadeg'

Bounce ratePages / VisitVisit duration
1klt.fr
Degemer
Savet e oa bet K.L.T. e 1999 evit bodañ kevredigezhioù Bro Vontroulez a rae war-dro yezh ha sevenadur Breizh. An deiz hiziv ez eus un ugent bennak a gevredigezhioù mui e-tro ur c'hant a dud ezel eus K.L.T. Tachennad labour K.L.T a zo lec'hiet war ar peder c'humuniezh kumunioù-mañ : Montroulez Kumuniezh, Kumuniezh Kumunioù Bro Landivizio, Kumuniezh Kumunioù Bro Leon, Kumuniezh Kumunioù Bae ar C'hernig. Gwir kevredad kevredigezhioù breizhek Bro Vontroulez, K.L.T zo e bal kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh dre reiñ binviji ha sikour d'e izili. K.L.T. zo deuet da vezañ ivez un aozadur a-vicher a implij 8 den hag a gemer poan da : diorren ha merañ kentelioù-noz; kinnig un tañva eus ar brezhoneg e skolioù-mamm ha skolioù kentañ derez er vro; kenaozañ ar festival TAN MIZ DU bep bloaz, e miz Du just a-walc'h; kinnig prantadoù dudi e brezhoneg evit bugale skoliataet en hentennoù divyezhek war an amzer skol pe tra-skol; titouriñ par ma c'hallomp an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez kavet er vro hag e Breizh a-bezh war dachenn yezh ha sevenadur Breizh.
n/a 0.00 n/a