'Kaozeadennoù' trends
Domains containing the tag 'Kaozeadennoù'
- Bounce ratePages / VisitVisit duration
- 1klt.fr
Degemer
Savet e oa bet K.L.T. e 1999 evit bodañ kevredigezhioù Bro Vontroulez a rae war-dro yezh ha sevenadur Breizh.
An deiz hiziv ez eus un ugent bennak a gevredigezhioù mui e-tro ur c'hant a dud ezel eus K.L.T.
Tachennad labour K.L.T a zo lec'hiet war ar peder c'humuniezh kumunioù-mañ : Montroulez Kumuniezh, Kumuniezh Kumunioù Bro Landivizio, Kumuniezh Kumunioù Bro Leon, Kumuniezh Kumunioù Bae ar C'hernig.
Gwir kevredad kevredigezhioù breizhek Bro Vontroulez, K.L.T zo e bal kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh dre reiñ binviji ha sikour d'e izili.
K.L.T. zo deuet da vezañ ivez un aozadur a-vicher a implij 8 den hag a gemer poan da :
diorren ha merañ kentelioù-noz;
kinnig un tañva eus ar brezhoneg e skolioù-mamm ha skolioù kentañ derez er vro;
kenaozañ ar festival TAN MIZ DU bep bloaz, e miz Du just a-walc'h;
kinnig prantadoù dudi e brezhoneg evit bugale skoliataet en hentennoù divyezhek war an amzer skol pe tra-skol;
titouriñ par ma c'hallomp an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez kavet er vro hag e Breizh a-bezh war dachenn yezh ha sevenadur Breizh.
-
n/a
0.00
n/a